Skritur vaiek

Ur silabenneg eo ar skritur vaiek bet ijinet ha diorroet gant Duala Bukele, vaiad anezhañ, er bloavezhioù 1820 evit skrivañ ar vaieg, ur yezh vandeek (familh nigerek-kongoek) komzet e Liberia.

War gresk ez eas an niver a dud a deskas ober gant ar silabenneg a-hed an XIXvet kantved hag e 1962 e voe unvanet ar silabenneg gant Skol-Veur Liberia.

Ar silabenneg vaiek [http://www.omniglot.com/writing/vai.htm

Daoust ha ma krogas da vezañ implijet nebeutoc'h-nebeutañ en XXvet kantved, abalamour d'an urzhiataerezhioù emañ oc'h adkreskiñ adarre hag e 2003 e voe embannet ur bibl oc'h implijout ar silabenneg vaiek.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search